FLIK HA FOLK #15

Radio Naoned

FLIK HA FOLK #15

Gouzout muioc'h diwar-benn

Demat deoc’h, selaouerien kaer Radio KerneNaoned. Amañ Laorañs gant an abadenn Flik-ha-folk a selaouit bep Yaou pe bep Sul o ruzañ dindan an heol, o labourat pe o livañ mogerioù ho ranndi peogwir, Ma Doue, pegen lous e oant ! Setu neuze ho abadenn sonerezh blues, bluegrass ha folk !

Pa oan o prientiñ ar pempzekvet abaadenn-se e oan o soñjal ‘moa ket lakaet kement-se a donioù bluegrass. Poent eo remediñ ouzh an dra-se. Hiziv e vo kavet tonioù bluegrass a bep amzer, a bep lec’h hag a vareoù disheñvel neuze.

Prest da veajiñ e Bed ar sonerezh ? Digoret eo ho tivskouarn ? Deomp de’i neuze !