FLIK HA FOLK #16

Radio Naoned

FLIK HA FOLK #16

Gouzout muioc'h diwar-benn

Demat deoc’h, selaouerien kaer Radio KerneNaoned. Amañ Laorañs gant an abadenn Flik-ha-folk a selaouit bep Yaou pe bep Sul o lenn en o liorzhig, o keginañ traoù mad ha dous, o ferañ dilhad, neketa ar baotred pe o vleinañ war-zu o zi ! Setu neuze ho abadenn sonerezh blues, bluegrass ha folk !

Hag hiziv e vo selaouet tonioù folk, tonioù savet gant arzourien deus Bro-Skos nemetken.

Prest da veajiñ e Bed ar sonerezh ? e Bro ar c’hiltoù hag ar pred Haggis (sot on gant ar meuz-se)… Digoret eo ho tivskouarn ? Deomp de’i neuze !