Punx Ar Menez

Radio Naoned

Punx Ar Menez

Gouzout muioc'h diwar-benn

Evit abadenn diwezhañ ar bloaz eo bet skipailh Distruj da bourmen er menezioù. En em gavet eo Mouli, Herri, Mailys ha Tangi e Plouneour-Menez da vare ar festival Punx Ar Menez. Staliet ar studio a-dreñv ar gegin hag enrollet un abadenn un eurvezh da dreuzkas deoc’h aergelc’h ar festival. Ha kalzig a dud zo tremenet da gemer perzh en abadenn, Tara deus ar strollad Mouilc’hi, Max deus Toxic Rites, Solena deus al laz-kanañ Matt, Julia ha Solena, ha Joël o chom war al lec’h. Ouzhpenn tonioù ar strolladoù tremenet er festival ‘vo klevet, sonerezh live deus ar c’hentañ ‘vo ivez.

 

Bec’h dezhi !

 

 

Da selaou en abadenn :

 

- LUKIEK - Eroan Zaitue

 

- TOXIC RITES - Modern Nightmare

 

- VCNCS - MHI

 

- NEUF VOLTS - Super skate

 

- MATT, JULIA HA SOLENA – Ur maligorn dindan ar glav

 

- BARREN? - To die for

 

- CARRIEGOSS - Castle

 

- BAKOUNINE - Fuck The City

 

- RIGOROUS INSTITUTION - Fever

 

- SHAME - Concrete

 

- BULL BRIGADE - Il fuoco non si e spento

 

- MOUILC’HI - An alabardig