Tarzh an Noz ar merc'her 1añ a viz meurzh 2023 : war eeun eus Yezhoù ha Sevenadur evit reiñ lañs da Vizvezh ar Brezhoneg

Radio Naoned

Tarzh an Noz ar merc'her 1añ a viz meurzh 2023 : war eeun eus Yezhoù ha Sevenadur evit reiñ lañs da Vizvezh ar Brezhoneg

Gouzout muioc'h diwar-benn

Un abadenn gouestlet d'ar sonerezh a-vremañ e brezhoneg : peseurt plas evit ar c'hrouadennoù nevez ? Peseurt skoazell ha peseurt skoilhoù evit an arzhourien a ra gant ar brezhoneg ?

Evit respont d'ar goulennoù-se emañ Morgane Cotten ha Raphaël Thouroude asambles gant Gweltaz ha Tara Adeux a sono ivez un nebeut tonioù evit digeriñ ha klozañ an abadenn.

Klevet vo atersadennoù Tristan An Nedeleg, kenurzhier an Taol-Lañs aozet gant Gouel Broadel ar Brezhoneg, Loeiza Beauvir eus ar strollad Barba Loutig ha Perryn Bleunven hag Elise Desbordes eus an daouad Emezi.