Radio Naoned
Ma vez kavet muioc'h mui a zoareoù da dremen dre internet evit a bep seurt traoù er vuhez ez eo laosket a gostez ul lodenn a bezh eus ar boblañs : an dud namet o gwelet, o c'hlevet, pe o c'horf. An haezadusted eo ar pezh a vez graet eus an ostilhoù a c'haller implij evit aesaat o buhez niverel.