Gouzout muioc'h diwar-benn
Stéphanie ha Ninóg : Ar brezhoneg e Roazhon
Stajidi ha stajiadezed Roazhon o deus kemeret perzh ar bloaz-mañ er c'henlabour etre Radio Naoned ha Skol an Emsav. An disoc'h ? Teir abadenn savet penn da benn gant an deskarded ha deskardezed, kronnikennoù, atersadennoù pe c'hoazh tutoioù enno. Un doare a-feson evito da zizoleiñ bed ar radio en ur ober. Un digarez eo bet ivez da eskemm gant brezhonegerien ha brezhonegerez bro Roazhon tro dro sujedoù liesseurt. Setu neuze abadenn Ninóg ha Stéphanie a ginnig deoc'h un abadenn diwar-benn ar brezhoneg e Roazhon.Trugarez da Pascal Nignol ha Gwenvael Jéquel da vezañ respontet da atersadennoù an danvez kazetennerezed.
Sonerezh ar jenerik hag ar virgulenn zo bet savet ha sonet gant Miss Ninóg.