Gouzout muioc'h diwar-benn
Henri ha Marie-Claire : Implij ar brezhoneg goude bezañ bet e Diwan
Stajidi ha stajiadezed Roazhon o deus kemeret perzh ar bloaz-mañ er c'henlabour etre Radio Naoned ha Skol an Emsav. An disoc'h ? Teir abadenn savet penn da benn gant an deskarded ha deskardezed, kronnikennoù, atersadennoù pe c'hoazh tutoioù enno. Un doare a-feson evito da zizoleiñ bed ar radio en ur ober.
Un digarez eo bet ivez da eskemm gant brezhonegerien ha brezhonegerez bro Roazhon tro dro sujedoù liesseurt. (Setu neuze abadenn Henri ha Marie-Claire a ginnig deoc'h un abadenn diwar-benn implij ar brezhoneg goude bezañ bet e Diwan.
Trugarez da Erell ha Tangi da vezañ respontet da atersadennoù an danvez kazetennerez ha kazetenner. Sonerezh ar jenerik zo bet savet ha sonet gant Miss Ninóg.