Gouzout muioc'h diwar-benn
Gant ar strollegezh Krew Karacha emañ DJ Tide ha DJ Greedz o seniñ kentoc'h kostez Bro Gerne. 
O stil elektro a zo troet kentoc'h war zu an deep techo/deep house, breakbeat hag an techno indus. 
Ar baotred a zo en o aes gant ar platinoù vinilou met ivez ar reou niverel. An daou gomper a blij dezho magañ  o setoù hag o awen e-kerzh o beajoù pep lec'h e Europa. 
Marteze ho peus gwelet anezho ba Brest er c'hlub La suite, e Pariz er Mellotron pe c'hoazh e le café local ba Kombrit.