Gouzout muioc'h diwar-benn
Emmanuelle hag Adeline : Al lennegezh e brezhoneg evit ar re yaouank 
Ar bloaz-mañ o deus kenlabouret Radio Naoned ha Skol an emsav evit kinnig d'ar stajidi ha stajiadezed ober anaoudegezh gant micherioù ar radio. Plijadur o deus kemeret o teskiñ sevel ur gronikenn, frammañ ; kaozeal er mikro, sevel blenier un abadenn . 
Ha deuet eo brav ganto, pemp abadenn vo da selaou lieseurt o danvezioù. 
Ha setu abadenn Emmanuelle hag Adeline a ginnig deoc'h un abadenn diwar-benn al lennegezh e brezhoneg evit ar re yaouank. 
Tud Aterset : Guillaume Pichard / Eric Bainvel / Brendan Guillouzic-Gouret