Gouzout muioc'h diwar-benn
Guy ha Mathilde : Ar sonerezh e divskouarn ar vugale 
Ar bloaz-mañ o deus kenlabouret Radio Naoned ha Skol an emsav evit kinnig d'ar stajidi ha stajiadezed ober anaoudegezh gant micherioù ar radio. Plijadur o deus kemeret o teskiñ sevel ur gronikenn, frammañ, kaozeal er mikro, sevel blenier un abadenn. 
Ha deuet eo brav ganto, pemp abadenn vo da selaou lieseurt o danvezioù. 
Ha setu abadenn Mathilde ha Guy a ginnig deoc'h un abadenn diwar-benn implij ar sonerezh hag ar c'hanaouennoù gant ar vugale. 
Tud aterset : 
Mallorie Creac'h 
Maryvonne berthou
Skolidi ar Marsauderies