Ribine Records : Cedric Sheva

Radio Naoned

Ribine Records : Cedric Sheva

Gouzout muioc'h diwar-benn

Ar miz-mañ e vo diskoachet an Dj Cedric Sheva. An dj a-orin eus Brest a zo lesanvet Corsen evit e viksoù live Deep Tekno pe c'hoazh an anv Atlantic a vez roet dezhañ pa son gant e gomper Midside. Cedric Sheva a zo plijet gant an tekno met ivez gant an house hag an disco. Hag alies e vez klevet ar paotr o seniñ a-bep seurt stil sonerezh, sonioù tomm betek ar beatsoù labouret mat. Ezel eus ar strollegezh Radio Lune eo ha gwelet 'vez alies mat war leurennoù Brest. Cedric Sheva a embanno a-benn nebeut Epoù nevez gant al label Labyrinth Records e Londrez.