Gouzout muioc'h diwar-benn
FEM, un dj a-vro Roazhon,  a zo unan eus an arzourien brudetañ war leurenn Breizh. 
Abaoe 10 vloaz emañ oc'h aloubiñ leurennoù ar vro o lakaat war-wel sonerezh a-bep seurt. Levezonet eo gant ar wagenn sonerezh eus Detroit, e sonerezh dezhañ a zo etre an tekno hag ar groove ha lakaat a ra an holl da zañsal da vat. 
Laurent Garnier hag ar re all ne chomont ket etre daou evit seniñ e viksoù. 
E skiant-prenet war an dancefloor 'neus kaset anezhañ da seniñ e pep lec'h e Bro frañs, evit festivalioù bras evel Astropolis, Transmusicales pe c'hoazh Panorama, hag e kluboù mojennel evel Le Rex, l'Iboat pe c'hoazh ar 1988 Live Club hag ar Warehouse.