Flik ha Folk #8

Radio Naoned

Flik ha Folk #8

Gouzout muioc'h diwar-benn

Kozh ha yaouank, bras ha bihan, bloavezh mat deoc'h a reketan : labour didorr, boued tomm ha poazh, kig-ha-farz a grabadennoù, a-hed ar vuhez kalon laouen ha dreist-holl ma vo eürus ho planedenn ! Prometet 'moa, abaoe pell, d'am flac'h Madalenn, 12 bloaz, lakaat tonioù a blij dezhi. Ma, neuze, evit kregiñ ar bloavezh nevez e vo selaouet ouzh tonioù a bep seurt dibabet ganti. Un tamm rockoc'h e vo neuze ! Ma, evit poent, aze'it en ho kador rodek muiañ karet. Prest ho tivskouarn ? Deomp de'i neuze evit abadenn Madalenn !