Distruj #14 : Best-of 2020

Radio Naoned

Distruj #14 : Best-of 2020

Gouzout muioc'h diwar-benn

Eil abadenn e Roazhon city ar miz-mañ. Un dibab o deus graet Maelig ha Tangi deus an tonioù ha strolladoù int bet plijet ganto er blovezh 2020, ur best-off gant ur miz dale! Strolladoù Roazhon 'vo klevet en abadenn evel-just, met ivez, Europa pe Stadoù Unanet. A-raok kregiñ ganti ez aimp war-zu stourmoù Bielorusia pe Tunizia... pe Lieuron gant tonioù punk, rap ha tekno 'vit ur wezh! Gant ur rubrikenn nekro 'echuo an abadenn. Roll an tonioù : Molchadoma - Lenindgradsiy blues El General - Rayes CRAN - Samedi minuit La inquisiciòn -1991 Metrö - Coup d'envoi Abuse - Frieenemies The Mall - An answer Morgana - Stanchi Ezded - Sérotopunk Béton Armé - Au bord du goufre Force Majeur - Noirceur Rotten Minds - You'll never see me again Gerry and the Pacemakers - You'll never walk alone