Gouzout muioc'h diwar-benn
Raktres pennañ an atalieroù radio gant ar skolajidi hag ar skolajadezed a oa krouiñ un abadenn diwar-benn an ingalded paotr/plac'h. 
Ha deuet int a-benn da ginnig deoc'h abadennoù deus ar c'hentañ. 
Gourc'hemennoù dezho !
Evit an abadenn kentañ hon eus plijadur o selaou, Loeiza, Enora ha Dewi ezel deus planning familh Montroulez. 
Maouezed brudet a vo klevet ivez, evel Louise Michel hag Anjela Davis. 
Animatourien·ezed : Mila, Yuna hag Ambre
Atersadennoù izili ar planning familh kaset da benn gant Amaia, Loann, Ethan ha Mila. 
Atersadenn Louise Michel : Ambre ha Yuna
Atersadenn Anjela Davis : Amaia ha Loann
Maiwenn ha Bleuenn a ginnig deoc'h ar ganaouenn SLT kanet gant Suzanne. 
Noah ha Damien a ginnig deoc'h Rebell Girl gant ar strollad punk Bikini Kill. 
Trugarez da Enora, Loeiza ha Dewi evit o amzer gouestlet d'ar skolajidi ha d'ar skolajadezed.