Gouzout muioc'h diwar-benn
An deiz a hiziv e vez gwelet skrammoù un tamm pep lec'h ! Er straedoù zoken e vez bannet bruderezh a-bep seurt gant skrammoù divent. Ha posubl e vefe bevañ hep bezañ taget gant ar skeudennoù fiv-se ? Daoust hag-en eo mat gortoz a-raok plantañ ar vugale dirak ur skinwel, un urzhiataer, ur poellgomzer pe c'hoazh un dablezenn ?
Appoline hag Awena o deus bet c'hoant da gompren petra oa darempredoù an dud gant ar skrammoù.
Aterset o deus :
- Visant Janot : kelenner war ar matematikoù hag an tekno er skolaj
- Emmanuelle Herbert : kelennerez war ar saozneg hag ar c'hastillaneg er skolaj
- Alwena Grimault : skolajiadez e trede klas
- Analia Le Roux : skolajiadez e trede klas
- Yuzael Petit : skolajiad e c'hwervet klas
- Brendan Guillouzic-Gouret : levraoueger e KDSK