Gouzout muioc'h diwar-benn
Ur gronikenn kinniget bep Yaou gant Liza Jakez-Vargas.
"Penn-kil-ha-troad" ar gronikenn gant ur penn hag ul lost ! Deskit geriaoueg lies ha dic'hortoz savet diwar lodennoù ar c'horf gant un heuliad sizhuniek.
Notenn : Puilh eo an niver a droioù-lavar ha keñveriadennoù liammet ouzh ar c'horf e brezhoneg. Ne oa ket plas evit lakaat anezho holl er gronikenn siwazh ! Bezit fri-furch ha digorit ho keriadurioù muiañ-karet neuze !