Gouzout muioc'h diwar-benn
Setu distroet e studio Radio Naoned goude daou viz bac'het (pe tost) er gêr ha div abadenn enrollet e saloñs hor c'hamalad Mouli.
Met setu erruet fin ar bloaz ivez, poent klozañ ar c'houlzad, hag e rimp gant levenez dindan heol Naoned : Sea Sex and Sun (sun = an heol, ha n'eo ket ar gazetenn).
Tangi, Mouli, ha Maël zo tro-dro d'an daol-gont c'hoazh, ambrouget gant Guillaume Phil Geko hiziv !
Beajiñ a rimp ganeoc'h e-pad un eurvezh war-zu bro-Saoz, Iwerzhon, Kalifornia, da gas deoc'h tonioù punk, oi!, post-punk, pe surf blaz ar vakañsoù ganto.
Ur blijadur eo bet deomp kas an abadenn adalek miz Gwengolo, amañ 'vimp en distro skol 'vit un eil koulzad !
Da glevet en abadenn :
DEAD KENNEDYS - Holiday in Cambodgia
THE RAMONES - Rockaway Beach
THE RAMONES - California Sun
THE RIVIERAS - California Sun
DICK DALE & HIS DEL-TONES - Surf Beat
THE SURFARIS - Wipe Out
THE UNDERTONES - Get Over You
THE UNDERTONES - Here Comes the Summer
VIOLENT FEMMES - Blister in the Sun
GANG OF FOUR - At Home (He's a tourist)
COCK SPARRER - The Sun Says
THE STRANGLERS - Always the Sun
LES RATS - Tequila
BODY COUNT - Cop Killer