Gouzout muioc'h diwar-benn
Ur gronikenn kinniget bep Yaou gant Liza Jakez-Vargas.
«Penn-kil-ha-troad», ar gronikenn gant ur penn hag ul lost ! Deskit geriaoueg lies ha dic'hortoz savet diwar lodennoù ar c'horf gant un heuliad sizhuniek.
Notenn : Puilh eo an niver a droioù-lavar ha keñveriadennoù liammet ouzh ar c'horf e brezhoneg. Ne oa ket plas evit lakaat anezho holl er gronikenn siwazh ! Bezit fri-furch ha digorit ho keriadurioù muiañ-karet neuze !
Dorn, daouarn, dornioù daouarnioù
Anvioù all : meñgez, krabanoù
Boz/flac'h : toull an dorn e kreiz ar palv
Kil : kein an dorn
Palv : diabarzh an dorn
An daouarn er vann/en nec'h ! : gerioù a zistager pa c'hourdrouzer unan bennak gant un arm.
Astenn e zorn : goulenn an aluzenn
Bezañ an dorn gantañ·i : bezañ ar galloud gantañ·i
Bezañ dornet : bezañ ampart war un dra bennak
Bezañ paket an dorn er pod : evel e galleg gant ar sac'h. Tapet war ar prim.
Bezañ teodet hir ha dornet berr : komz kalz hag ober nebeut
Bezañ tomm e zaouarn : bezañ laer pe kaout daouarn kamm/krogek
Bezañ tout en un dorn : evel 5 biz an daouarn e galleg
Daouarn kleiz : an dorn fall a-hervez
Daouarn-yod : daouarn a laka pep tra da gouezhañ. Bezañ un tamm amparfal / glaouch
Dorn an traoù : tasoù, podoù, breolimoù, kastelodennoù, aspled an diri, erer
Dornata/krabana/flac'hata/bozata : skeiñ a daolioù dorn
Dornad : endalc'had an dorn, ur c'hementad bihan alies
Dornadeg : obererezh dornañ graet a-stroll
Dornañ : skeiñ war an tañvouez evit distagañ greun diouto (ed, kerc'h, heiz...).
Dornañ gevier : kontañ gevier
Dorn-ha-dorn : an eil dorn e-barzh egile
Dornell, dornikell : lodenn eus un draezenn a c'haller kregiñ enni gant an dorn (kleze, dor, prenestr)
Dornerez : ijinenn da zornañ an ed
Dornlevr : levr evit deskiñ aes
Dornskrid : levr pe destenn skrivet gant an dorn
Kaout un dra bennak dindan zorn : kaout un dra bennak tost a-walc'h dezhañ·i da c'hallout e gemer hag e embregañ
Kemer an dorn war-lerc'h unan bennak : kenderc'hel labour ub
Kentañ/Eil dorn : un dra bennak nevez pe gozh a implijer. Ul levr kentañ dorn a brener en ul levrdi, ul levr eil dorn e ti Emmaus.
Labour-dorn : labour graet gant an daouarn
Lezel an dorn da : reiñ ar galloud da ub
Ober dorn da ub : gourdrouz PE servij banneoù PE ingalañ kartoù (c'hoari)
Ober unan bennak ouzh e zorn : stummañ un den evit ma vo gouest ober memes traoù ha ni.
Reiñ/teurel/dougen dorn : sikour
Starderez-dorn : lodenn eus ar c'harr ac'h implijer evit ma chomo ar c'harr a-sav en e blas ur wech lazhet ar c'heflusker.