Gouzout muioc'h diwar-benn
A benn disul e kinnigo Kuzul skoazell Diwan Kernitron-al-Lann foar ar vabigouriezh. An darvoud-se zo daou bal anezhan dastum un tamm arc'hant evit ar raktres skol ha daremprediñ gant tud o deus bugale yaouank.
Mathieu Rouby zo o teskin brezhoneg gant Skol an Emsav, ar sizhun-mañ emañ e staj e Radio Naoned. Asambles gant Marianne Vaidie o deus aterset Brendan Guillouzic-Gouret hag Ewan Thebaud int o daou perzh eus ar c'huzul skoazell.
Ar baotred a lâr deomp hiroc'h diwar-benn ar foar ha stad ar raktres digeriñ ur skol Diwan e Kernitron al lann.