Gouzout muioc'h diwar-benn
Loig Follig, noter eus e stad, en deus bec'h gant ar vuhez. Gwarizius-kenañ eo eus e hantervreur Job-Ronan Even. Gant ar bloavezhioù eo deuet da vezañ trenkoc'h-trenkañ. Sot eo gant ar seks hag un istor en deus gant Viviane Even zoken. Dre volontez JR ha hini Doue, un tamm, e cheñcho e blanedenn.