Gouzout muioc'h diwar-benn
N'eus ket pell bugale e oa ar chandelour, ur gouel hag a vez anvet ivez gouel Maria ar Gouloù. 40 devezh goude Nedeleg, da laret eo d'an 2 a viz C'hwevrer e vez lakaet ar biligoù da dommañ evit fardañ krampouezh. Ha gouzout a rit perak ?
Ar c'hrampouezh gant o stumm ront hag o liv rouzet a denn d'an heol, kement-mañ a zispleg perak e vez fardet krampouezh da zevezh gouel Maria ar Gouloù. Ar Chandelour eo ivez ur c'houlz eus ar bloaz lec'h ma hirañ an devezhioù buanoc'h-buanañ.
Deomp neuze da fardañ krampouezh lipous. Evit an toaz e rankimp kaout :
- 250 gramm bleud
- 50 santilitrad laezh
- 3 vi
- un tammig holen
Skuilhit ar bleud hag an holen en ur volenn.
Torrit ar vioù e-barzh ha meskit gant ul loa goat. Ouzhpennit al laezh a verradoù hep paouez da veskañ.
Laoskit an toaz da repoz 'pad un eurvezh.
Bremañ m'eo fardet an toaz, deomp de'i evit poazhañ ar c'hrampouezh. Lakit ar bilig da dommañ ha ledit un tammig amann warnan. Skuilhit ul loaiad toaz war ar bilig ha roit ur stumm rond d'ar grampouezhenn gant ar rozell. Pa welit eo poaz, cheñchit tu d'ar grampouezhenn gant ar spanel. Laoskit da boazhañ un tammig c'hoazh ha setu, mat da vezañ debret !
Evel-just e c'hello ar begoù lipous ouzhpennañ amann, sukr, kaotigell, mêl, pe c'hoazh chokolad d'o grampouezhenn !