Gouzout muioc'h diwar-benn
Lakaet 'vo ar gaoz war an dañs gant Jean-Yves Carrer, prezidant kelc'h keltiek Fors Fouen. O paouez distreiñ deus Bro Ganada emañ hag a-hont 'neus bet digarezioù da vrudañ dansoù ha yezh Breizh. Gantañ 'vo komzet diwar-benn buhez hag istor ar c'helc'h, diwar-benn ar liammoù a zo etre hengoun Breizh hag hini Bro Gebek ha raktresoù Bleunioù Kignez.