Mona Bodennec, Maryvonne Hellec, ur ganerez

Radio Kerne

Mona Bodennec, Maryvonne Hellec, ur ganerez

Gouzout muioc'h diwar-benn

Maryvonne he deus desket ar piano hag ar yezhoù e Paris, goude bezañ bet bugel en Aljeri. Kaset he deus ul lodenn eus he studioù uhel en Iwerzhon, ha goude-se, goude bezañ klevet ha gwelet an Iwerzhoned o kanañ en o zavarnioù, he deus bet c'hoant ivez da vont da ganerez. E penn kentañ er bloavezhioù 80 e raed Mona Bodennec anezhi. Bremañ e kan dindan he gwir anv, Maryvonne Hellec, ha deuet eo er-maez he fladenn ziwezhañ, "Ecoute le silence".