Imramoù war son ha war gan 10

Radio Kerne

Imramoù war son ha war gan 10

Gouzout muioc'h diwar-benn

Graet e vo ur selaou d'ar bladenn nevez Na Fir Bolg, embannet gant ur c'houblad soner koñsertina : Jack Talty ha Cormac Begley. Hag e'h imp war roudoù sonerezed ha sonerien hengounel Contae na Gaillimhe, Kontelezh Galway : etre kan sean-nós Bro Conamara ha sonerezh hoalus ar fleüt ar ar fidil mod Reter Galway, war nij gant notennoù berwidik akordeoñs Joe Cooley, e vo hon imram a liv gant seizh amzer ar vuhez... Joa hag hirnaezh, from 'vo da gaout ! Un droiad da vezañ kendalc'het pelloc'h...