Mediaoueg an Ursulinezed - Kemper (1)

Radio Kerne

Mediaoueg an Ursulinezed - Kemper (1)

Gouzout muioc'h diwar-benn

Digoret 'oa bet Mediaoueg an Ursulinezed e 2008 ha faotañ a rae d'an dud bet kaset ar chanter renevesiñ ar gouent kozh gante kinnig ul lec'h da lenn ha da zeskiñ war un dro. Penn-mediaoueg rouedad Kemper Kumuniezh a gonter tro 120 000 teul enni: renket int dre zastumadegoù tematek, dodennek a-hed muioc'h evit 2 500 m2, rannet e tri estaj. Er rez-douar e kaver ar c'hazetennoù a c'heller lenn war-eeun er savadur, ur sal-diskouez, ur selaouva, hag ar greizenn deknik, enni an deknikourien-levraouegerien karget da aozañ red an teulioù ha levrioù etre holl mediaouegoù rouedad Kemper. En estaj kentañ e kaver al levrioù evit ar yaouankiz, al lennegezh c'hallek, al lennegezh estren hag al levraoueg-hêrezh, al levrioù kozh. En eil estaj emañ al levraoueg gouestlet da Vreizh, al levrioù diwar-benn an arzoù, ha "Bouest ar gouizigegezhioù" ma kaver tro 23 000 teul. Hiziv e rimp un hanter deus hon troiad en Ursulinezed gant Maryse Evrin da gentañ: ganti e rimp konaisañs gant ar savadur, al levrioù hag an dud ennañ. Goude ez imp gant Gwenole Fauve el levraoueg breizhat. Diskouez a raio deomp ( ma c'hellomp lâret ar seurt traoù dre ar radio!) he levrioù koshañ, he levrioù dibaot. En abadenn "An divskouarn o nijal" da zont, an eil, e talc'himp gant hor pourmenadenn e salioù an Ursulinezed, asambles gant Maryse, araok gweladenniñ ar greizenn deknik-kenañ karget da aozañ beaj al levrioù etre mediaouegoù Bro Gemper, asambles gant Ronan Debel.