Gouzout muioc'h diwar-benn
Hiziv e vo fardet gwastellenn Arzhig Du, da laret eo, ar rekipe a blij a muiañ da Arzhig Du fardañ gant e dad. Hag evit-se em eus pedet Spot hag e vignoned da geginañ ganin.
N'eo ket diaes ha ma 'z oc'h kollet, goulennit digant Tadig, sikour a raio ac'hanoc'h.
Evit ar wastellenn-mañ 'vo ezhomm :
- 1 yaourt plaen
- 3 fod bleud
- 2 vi
- 2 bod sukr poultr
- un hanter podad eoul
- 1 sac'had goell
Goulonderit ar podad yaourt en ur volenn.
Gwalc'hit ha sec'hit ar pod hag a servijo da vuzuliañ goude-se.
Ouzhpennit er volenn : ar bleud, ar viou, ar sukr, an eoul hag ar goell.
Meskit mat pep-tra ha skuilhit en ur plad mat da vont er forn.
Laoskit da boazhañ un hanter-eur da 180°
Menam menam