Gouzout muioc'h diwar-benn
E "Ti-Gwenn", ti ar re gozh Ploveilh, on bet da welet Alexandre Travers ha Leslie Leray hag o deus savet nevez 'zo un ti-feurm pedagogel anvet "La Ferme Ambulante". Mont a reont dre ar vro gant o loened da welet an dud, bras pe bihan, er skolioù hag en tier retred dreist-holl. Ouzhpenn Alexandre e klevimp ivez 'kerz an abadenn Anna, Anne-Marie ha Marie, teir annezhiadezh en ti retred.