Radio Kerne
Hiziv e vo gouestlet an abadenn da Arlo Parks, ur ganerez Saoz, a selaouan abaoe un nebeud bloavezhioù. Kavout a ran eo unan eus mouezhioù bravañ an arzourezed hag arzourien a-vremañ. Ur vouez flour, ur meskaj etre soul ha spleen.