Gouzout muioc'h diwar-benn
Hiziv 'vo fardet riz 'giz Kanton, evit mont da heul pladoù pesked pe kig.
Evit 4 den 'vo ezhomm :
- 250 gr riz 'doare basmati pe thai
- 50 gr piz bihan
- div skejenn morzhed-hoc'h gwenn
- ur vi
- ul loaiad vras eoul sezam
- div loaiad vras eoul arachidez
hag un tammig holenn
- Lakit ar riz da boazhañ e-barzh ur gastelodennad vras a zour sal. Ur wech poazhet, laoskit ar riz da zizourañ.
- E keit-se, meskit ar vi gant an eoul sezam ha laoskit a-gostez.
- Troc'hit ar skejennoù morzhed-hoc'h dre guboù ha laoskit a-gostez.
- Lakit tommañ an eoul arachidez en ur wok ha pa teu moged, ouzhpennit ar riz.
- Ouzhpennit d'ar meskaj, ar piz-bihan hag an tammoù morzhed-hoc'h 'vit ma 'vefe poazhet mat. Goude-se, lakit ar meskaj e-barzh ur plad.
- Er wok tomm-mat c'hoazh, fardit un alumenn voan gant ar vi mesket.
- A-raok na vefe re boazh an alumennig, ouzhpennit ar riz, ar piz hag ar morzhed-hoc'h.
Ha setu, prest ar boued ! Ouzh taol !!