Sal sonerezhioù a vremañ Brest: Ar garene. Pennad komz gant Klet Beyer

Radio Kerne

Sal sonerezhioù a vremañ Brest: Ar garene. Pennad komz gant Klet Beyer

Gouzout muioc'h diwar-benn

N'ouzit ket petra eo ar proto punk? an diforc'h etre ar rock stoner hag ar psyke n'eo ket anat evidoc'h? GANT AR VEZH! Ma, kentel adwelet gant Klet Beyer en abadenn an DIskouarn o nijal gouestlet da sal ar sonerezhioù a vremañ La carène. Sal ar Garene e Brest. Ur sal sonerezhioù a vremañ bet digoret e 2007 gant Brest Metropole Océane war porzh konverzh Brest. Kinniget e vez a bep seurt d'ar publik: daou sal gonsert: unan bihan 350 plas, unan bras: 1300 plas. 6 studio pleustriñ, ur greizenn kelaouin ha aliañ ar sonerien, un derassenn war an doenn lec'h vez graet konsertoù dindan ar stered. Ur programadur arbennig war an holl sonerezhioù a vremañ gant pennoù skritell hag arzourien eus ar vro. Ur c'hant strollad bennak a vez o pleustrin a hed ar bloaz er studioioù ha 40 000 arvester a deu dre vras bep bloaz.