Gouzout muioc'h diwar-benn
Hiziv e kinnigan deoc'h fardañ madigoù. Reoù lipous ha yac'h, dispar evit ur gouel !
MARV-GWENN GANT BENT
Evit pevar den 'vo ezhomm :
- Un hanter werennad siroz bent
- 8 folenn gelatin
- 5 gwenn-vi
- 500 gram sukr poultr
- 50 gram glukoz
hag holenn
Evit kregiñ, lakit ar folennoù gelatin da vlotaat e-barzh dour-yen SON1
Lakit ar 5 gwenn-vi e-barzh ur robot-mesker gant un tammig holenn.
Lakit ar sukr, ar glukoz hag ur banne dour da dommañ 'barzh ur gastellodenn. SON2. Laoskit ar sirop da virviñ 'pad 10 munud bennak o tiwall mat.
E-keit-se, meskit ar vioù. SON3
Tennit ar gastellodenn diwar an tan ha skuilhit ar sirop ho peus fardet war ar vioù mesket. Dalc'hit da veskañ.
Tennit ar folennoù gelatin diouzh an dour hag ouzhpennit anezho unan hag unan d'ar meskaj. Ouzhpennit goude-se ar sirop bent.
Meskit en-dro an holl draoù e-barzh ar robod. SON3
Ur wech yenaet an traoù, lakit sukr lindr war foñs ur plad ha ledit an toaz.
Ret gortoz 10 eurvezh bremañ. Ur wech sec'het un tu, grit ar memes-tra evit an tu all. Lakit sukr lindr war foñs ur plad ha lakit an tu all da serc'hiñ.
Gant ur gontell, troc'hit an tammoù marv-gwenn a laonennoù.
Yerc'hed mat !