C'hwezh an Deiz 18/11/2025

Radio Kerne

C'hwezh an Deiz 18/11/2025

Gouzout muioc'h diwar-benn

-Araok pell 'vo kinniget ur c'henwarez kumunel da annezidi, labourerien ha labourerezed Kemper. Gant Visant Crequer, kuzulier-kêr.

-War-sav ouzh ar feulsterioù revel ha seksel, evel bep bloaz d'ar 25 a viz Du, etre labour ar c'hevredigezhioù hag engouestl ar strollegezhioù lec'hel. Gant Maïna Gars evit ti-kêr Kemper, ha Klervi Mandon en anv 'Nous toutes'.

-Brav ha bev, an heuliad kronikoù gant Ewen Corre: trede lodenn e labour da vulgarizañ an anaoudegezh deus an TDN e brezhoneg (TDN: Trenkenn DezoksiriboNukleek).

-Un Den Er Bed: hiziv, Mother Jones, mamm ar sindikalouriezh er Stadoù-Unanet.

-Keleier: Anton Burel

-Abadenn bet savet gant Metig Jakez-Vargas, Morgane Bramoulle, Morgane Cotten, Marianne Vaidie, Laëtitia Fitamant