Radio Kerne
-Anne Gouerou, kazetennerez-sevenourez, he doa graet ul labour kompilañ an anaoudegezhioù diwar-benn an Droveni Vras. Un e-book 'oa bet kinniget e 2022 met n'eo ket kustum ar bras deus an dud lenn gant un dabletenn. Setu ma c'hellont ober bremañ gant ul levr ''La Troménie de Locronan, un chemin au rythme du temps celtique'' (Yoran Embanner ha skignet gant Palémon)
-'Ar mil familh vrezhonek' zo istor un daeadenn war sevel. Mazeas ar Brun ouzh mikro Morgane Cotten. Ganti 'vo ivez un dibab podkastoù diwar-benn ar Gwrac'hed (evit ar vugale dreist-holl :-) )
-Penaos eo stajoù Roudour? Peseurt danvez a vez kinniget d'ar vrezhonegerien nevez arruet en hor meteier evit gwellaat o live ha kaout plijadur? Gant Gaëlle Maudire (Morgane Vaidie)
-Ar plant: al linad (Gwennaig Viol)
-Keleier: Anton Burel

