C'hwezh an deiz 24 10 2025

Radio Kerne

C'hwezh an deiz 24 10 2025

Gouzout muioc'h diwar-benn

-Lodenn ziwezhañ an dispakañ deus programm Mois du Doc -Mizvezh an Teulfilmoù e Penn-ar-Bed gant Elen Rubin, renerez Daoulagad Breizh.

-Rozenn Milin adro er vro evit derc'hel da ginnig disoc'hoù he zezenn diwar-benn ar simbol, bet implijet er skolioù evit broudañ ar vugale da zilezel yezh o zud (ha mezhekaat ar vrezhonegerien). Un dezenn grennet el levr 'La honte et le châtiment'.

-'Skritur', pe stiloù tipografek a c'heller krouiñ evit ezteurel ha klinkaat hor sevenadur espar? Fañch an Henaff diwar-benn ar c'holektif tipografourien-tipografourezed breizhat strollet dindan an anv Skritur.

-Ar milzoull , plant an deiz (Gwennaig Viol)

-Un dibab podskignadennoù ouzhpenn

-Keleier gant Erwan Blanchard