Heklev an hañv - D'ar Yaou 7 a viz Eost

Radio Kerne

Heklev an hañv - D'ar Yaou 7 a viz Eost

Gouzout muioc'h diwar-benn

Barzh an abadenn-mañ ho peus tro da adselaou ar gaozeadenn dalc'het àr leurenn Gouel ar Gelted en Oriant get Gael Briand, Alan Herve ha Momo Jouanno, hag animet get Aodren Trehin ha Jañlug er Mouel a Radio Bro Gwened. Komzet vez ag ar festival èl ma oe e-raok, hag a betra zo bet chanjet hiniv an deiz.

En eil lodenn ag an abadenn: fest vo e Mourieg: Annaig a Guigner a gont deoc'h petra vo aozet get Kelc'h Keltiek Krollerion Mourieg da-geñver 40 vlez ar strollad!

Abadenn animet get Neshka