Teodoù Foll KEAV #3

Radio Kerne

Teodoù Foll KEAV #3

Gouzout muioc'h diwar-benn

Tapet ez eus bet krog e mikroioù Radio Kerne gant stajidi KEAV !

Ha savet abadennoù radio skignet e-kerzh ar staj hañv.

En trede abadenn e vo klevet :

  • Ur mikro-riblen diwar-benn lec'hioù burzhudus da zizoleiñ e-pad an hañv.

  • Alioù lenn an hañv.

  • Hentad, un heuliad etre perzhidi KEAV.

  • Maouezed Breizh, un heuliad evit ar vugale diwar-benn maouezed gant ur vicher dibar.

  • Reier o ruilhañ, ur gronikenn Rock.

Trugarez vras da Elea, Louise, Sarah, Sibyl, Julie, an Anne Clairezed, Louis, Marjolaine, Samuel, Morgan, Anaïs, Gael.