Radio Kerne
Tapet ez eus bet krog e mikroioù Radio Kerne gant stajidi KEAV !
Ha savet abadennoù radio skignet e-kerzh ar staj hañv.
En eil abadenn e vo klevet :
Atersadenn Maëlle Auzias, sonerez akordeoñs, he deus sonet dimerc'her noz e Run ar Puñs.
Hentad, un heuliad etre perzhidi KEAV.
Ur gronikenn diwar tro bro-frañs e Breizh.
Maouezed Breizh, un heuliad evit ar vugale diwar-benn maouezed gant ur vicher dibar.
Ur mikro-riblen diwar-benn istorioù bihan KEAV.
Reier o ruilhañ, ur gronikenn Rock.