Gouzout muioc'h diwar-benn
Hiziv 'ginnigin deoc'h ur sekred-kegin lipous-tre : Rolloù eog ha fourmaj-gavr. An teuzar, n'eo ket'ta ? Brav 'vo servij an dra-mañ 'vit an digor-kalon pe c'hoazh evit an dibenn-pred.
Evit pevar den 'vo ezhomm :
- Peder skejenn eog mogedet
- Ur podad fourmaj-gavr fresk
- Geotennoù doare perisilh ha koriandrez
- Spisoù doare kumin
- Pepr hag holenn
Tennit ar fourmaj-gavr deus ar yenerezh un tammig a-raok implij rak arabat na vefe re galet.
Skuilhit ar podad e-barzh ur bolenn ha meskit mat gant ar geotennoù, ar spisoù ar pepr hag an holenn.
Stalit ar skejennoù eog war ur blakenn, tost-mat ar skejennoù an eil deus ebet ha ledit ar meskaj fourmaj warno gant ul loa.
Rollit ar skejennoù ha lakit anezho er yenerezh e-pad un nebeud eurvezhioù e-barzh paper-film.
Goude-se troc'hit ar roll dre dammoù bihan ha stalhit bep a bik e-barzh.
N'eus ken debriñ ! Kalon vat !