Trec'h ar garantez + distro stern-aoter Kerziot er Chapel

Radio Kerne

Trec'h ar garantez + distro stern-aoter Kerziot er Chapel

Gouzout muioc'h diwar-benn

Brezhonegerien Leston o deus troet e galleg 'Trec'h ar garantez' ur romant bet skrivet e brezhoneg gant ar person Jean-Louis Rozec e 1935. Ennañ e kavoc'h aergelc'h ar bloavezhioù 1930: ar skolioù prevez hag ar skolioù lik oc'h ober brezel an eil re d'ar re all, an aon dirak ar re ruz... Embannet ha skignet ar romant divyezhek-se gant ar gevredigezh Arkae. E eil lodenn an abadenn e vimp c'hoazh en Erge-Vras gant ar fabrikour Marsel Barre da gontañ kaoz diwar-benn distro stern-aoter Kerdevot en e chapel.