Radio Kerne
Abaoe ouzhpenn 30 vloaz zo emañ Bank ar boued e Penn ar Bed o tastum hag o reiñ boued d'ar re o deus ezhomm. Ur mare diaes eo an diskar-amzer-mañ. Nebeutoc'h a voued bet degemeret, kargoù uhel a zo dezho ivez met derc'hel a ra tud a youl vat ar gevredigezh d'ober o labour gant joa ha startijenn. Bet eo Morgane Bramoullé er sez e Kemper oc'h atersiñ Charles Normant, a oa gant e genseurted a youl vat war al lec'h stokiñ. O prientiñ an dastumadeg vras e oa an holl. Bep bloaz e weler tud gant o chupenn orañjez e stalioù ar vro o kinnig d'an dud reiñ boued pe produioù yec'hed da Bank ar Boued.
Tud a youl vat evit reiñ un taol sikour gant an dastum boued a vo ezhomm un tamm e pep lec'h er vro. Evit mont e darempred gant Bank ar Boued Kemper : 02 98 53 48 11 ha ba29.banquealimentaire.org.
3 devezh dastumadeg vras 'vo d'ar Gwener 22, Sadorn 23 ha Sul 24.