C'hwezh an deiz 20/11/2024

Radio Kerne

C'hwezh an deiz 20/11/2024

Gouzout muioc'h diwar-benn

Christine Dorval prezidantez ar gevredigezh Oaled Landelo diwar-benn un devezh staj gouestlet d'ar mekanikoù da wriat dalc'h disadorn 23 a viz Du.

Ar sizhun dremenet e oa dalc'het ur prosez, a zo bet talvoudus evit bed ar c'hevredigezhioù tro-dro d'ar brezhoneg.

Douget e oa bet klemm gant un nebeud tud hag un nebeud kevredigezhioù enep d'un den. An aotroù Méhat, 39 vloaz, o chom e Naoned en doa pellgomzet d'un nebeud tud evit livañ gerioù feulz, gouennelour hag enep yuzev dezho. Laosket kemennadennoù war ar vouest pellgomzer ivez.

Ti ar Vro Gwened, Frañs Palestin Kengred 44, ar gevredigezh Anef Ferrer, un archer, hag un nebeud tud en un doare hiniennel o doa douget klemm a-enep dezhañ e-kerzh an 2 vloaz paset.

E-touez an dud kunujennet e oa gopradez Ti ar Vro Gwened, Anne-Claire Quivijer, plac'h metisse anezhi.

Kastizet eo bet he c'hunujenner diriaou paset. 4 miz toull-bac'h ha 1600 euro en deus tapet. An deiz goude he doa Anne-Claire komzet ouzh ar pellgomz da Enora Molac eus Radio Bro Gwened.
Klevet e vo ivez :

Tangi Manac'h bet prezidant Yezhoù ha Sevenadur.
Alixia Thuau en karg eus ar c'hehentiñ en ACB 44.
Tangi Louarn eus Kevre Breizh.

Heuliadenn ar sizhun : Poltred Rejin Gwillamot eus Kemperle.

Kronikoù :

Istor Kemper : Mesgloagen.
Barzhaz : Kofez ur muntrer dezrevellet en un nozvezh gant Joseph Roth.

Keleier : Anton Burel (Roazhon)

Abadenn kinniget gant Marianne Vaidie.