Radio Kerne
-Diwan : Stephanie Stoll kuzulierez rannvro en tu kleiz, ha bet prezidantez rouedad skolioù Diwan, a lâr deomp m'eo torret al lusk da zigeriñ skolioù nevez abaoe un nebeut bloavezhioù. Marteze, ma teufe da vezañ ur servij publik rannvroel e c’hellfe bevañ un diorren brav en dro. (Anton Burel)
-War roudoù an dinozored (Marianne Vaidie) : An Dilofozor
-E 2018 e oa krog Yann Ber Kemener da skrivañ ar Saga Arvorika evit heuliañ planedenn Yann, ur pilhaouer eus Menez Are deuet da Zouarnenez gant e vab e penn kentañ an 20vet kantvet. 6 levrenn zo bet embannet dija. Gante e splujer 'barzh istor hanterenn gentañ ar c'hantvet tremenet, an trubuilhoù politikel, stourmoù ar micherourezed, buhez start ar besketourien... Ar 7vet levr a gaso ac'hanomp betek Euskadi e-touez lec'hioù all. Kinniget e vo da geñver Gouel al levrioù e Karaez.
-Mont a reomp da gKernevel, e-kichen Rosporden gant Benjamin Bouard, en abadenn Rodeier. Ha graet 'vo gant Alain hag Anne-Marie Boëdec.
-Red an Istor (Tifenn Moreau): Dieubet Europa gant an Amerikaned
-Kroashent-tro ar c'hemmoù ekologel a vo e Ploneour en dibenn-sizhun. Gaidig Rouz a zispak ar program deomp.
-Anton Burel, war-eeun deus studio Roazhon evit ar c'heleier
-Sonerezh: Lorde "Royals" / Emezi "Ar fan foll" / Lloyd Cole and The Commotions "Are you ready to be heartbroken?" / Fleetwood Mac "The Chain" / Sophie Hunger "Le vent nous portera" / De Kift ''Muur muur"