Radio Kerne
Tañva RODEIER 2021 10 25 Maryse Raoult
Sod eo Maryse gant an ostilhoù kozh ha meurbl ar vro. Ur bern traoù he deus dastumet neuze er feurmioù tro-war-dro hag e foarioù an traoù kozh. Traoù kozh ha traoù kaer zo da welet: presoù-eured, gweleoù-kloz, ostilhoù da labourat ar c'hoad ha kement 'so, ur mod eo da zeskiñ en-dro penaos veve ar Vretoned war ar maez gwechall.
War roudoù an Dinozored: an 'nomen dubium' displeget gant Marianne Vaidie
HEULIAD AR SIZHUN (GWENER) Emilie Vigouroux hag ar boks
Emilie Vigouroux a zo sot gant ar sportoù emgann. Splujet he deus er bed-se pa oa yaouank a drugarez d'he familh sot gant ar sport-se ivez. Petra a blij dezhi? Ar boks da gentañ.
40 vloaz Cap caval
Ar bloaz-mañ 'vo lidet 40 vloaz ar bagad Cap Caval ha 70 vloaz kelc'h keltiek ar Vro Vigoudenn gant ur gouel bras e Plouneour Lanvern. Emgav zo roet e koc'hu Raphalen 'benn warc'hoazh adalek 5e goude merenn evit un nozvezh a-feson, Dañs ar vugale, apero-koñser ha fest-noz 'vo. Lors Moal, talabarder er bagad a zo deus mikro Morgane Bramoullé.
LAZ-KANAN 100 vloaz ar friturioù
Kêr Douarnenez a vo lusket gant ul lid-koun da genver 100 bloaz harz-labour ar merc'hed e friturioù Douarnenez.
Darvoudoù e-leizh a vo aozet betek miz C'hwevrer 2025 gant ti-kêr Douarnenez hag ar strollegezh Pemp Real a vo.
Ul laz-kanañ bras divent gant 400 den a zo bet krouet evit an darvoud.
Un intrudu kaset da-benn gant ar gevredigezh Emglev Bro Douarnenez hag ar gompagnunezh Dicilà.
Kroget eo ar pleustradegoù ar sizhun baseet.
Ar penn-sardin Julie Cadaze, o kemer perzh el laz-kanañ, a zispleg hiroc'h deomp.
Levr, skrivagnerez an deiz: ''Olive Kitteridge'' par Elizabeth Strout.
Sonerezh: 'Robardig' Duo du bas (Elsa Corre-Hélène Jacquelot) / 'She does it right' Dr Feelgood / 'Degemer mat er Republik' Eben / 'Ar baotred dileusket' Dour- Le Pottier Quartet & Krismenn gant Jean-Pierre Quere / 'Picnic on the edge' Baxter Dury / 'Warm foothills' Alt-J