Sell ’ta piv #5 

Radio Kerne

Sell ’ta piv #5 

Gouzout muioc'h diwar-benn

Abadenn viziek bro-Kemperle buhezet ha kenaozet gant Iwan Rouz.

 


En abadenn:

Marsel Moazan : degemer Iwerzhoniz e Kerien (hag ur sell war gevelladurioù parrezioù Breizh hag Iwerzhon)

Rejin Gwilhamod :  Kentelig brezhoneg : rener + ranig verb + verb (chomet hep bout displeget)

Roland Peron : desket kanañ dre an iliz - mont d’ar pardonioù gwezhall war velo

Lionel Olier : un tammig kentel war ar yezh a-ziwar un divinadell diwar levr Mouez(h) Kerne gant Pierre Martin

Rejin Gwilhamod : Rimadell "Kaourintin ar gevnidenn"


Anne-Marie Colomer : an dastum kanaouennoù e Kloar-Karnoed

Deiziataer ar miz e kenlabour gant Ti ar Vro bro Kemperle

 

Ton gant Storlok : Botoù-koad dre dan tennet eus ar bladenn Stok ha stok gant ar strollad Storlok, Denez Abernot o kanañ (ha neket Bernez Tangi evel hor beus lavaret en abadenn!)

 

Ouzh an teknik : Dimitri Le Roy

Un abadenn savet evit Radio Kerne, diwar emglev etre Radio Kerne, Radio BOA ha Ti ar Vro bro Kemperle. Skoazellet ar seveniñ gant Radio BOA.

Enrollet e Kemperle e studio Radio BOA.

 


-----

Daveennoù:

MARTIN Pierre 1997 : Mouez Kerne – Écho de Cornouaille, emb Kelc’h Sevenadurel Kervarker.

 

 

Pozioù ar rimadell Kaourintin ar Gevnidenn gant Rejin Gwilhamod :   

Kaourintin ar gevnidenn ‘pignat ‘barzh ar san,

Glav zo o tont a gas Kaourintin d’an traoñ.

Setu an heol en-dro, ‘ra plijadur de'i,

ha Kaourintin ar gevnidenn ‘pignat ‘barzh ar san.

 


Pozioù all (gant Iwan Rouz)

Kaoutin ar gevnidenn 

’ krapat douzh ar c’haon…

Daet un tamm c’hwistigenn 

koue’et Kaoutin d’an traoñ.

 


Sed deuet en-dro, an huonig drant !

 


Kaoutin ar gevnidenn 

’ krapat douzh ar c’haon…

 


Savit hoc’h adstummoù diwar ar rimadell-se o lakaat loened all er jeu !