Heklev an Hañv 01/07/2024

Radio Kerne

Heklev an Hañv 01/07/2024

Gouzout muioc'h diwar-benn

Dalc'het e vo Fest Bro Pagan e-pad an dibenn-sizhun. Alwena Jaouen, kenbrezidantez ar gevredigezh a aoz ar gouel, a ginnigo ar programm da Bauline Daniel. 

Eizh vloaz goude an abadenn diwezhañ e teuio en-dro Gouelioù ar bigi ! Etre d'an 12 ha d'ar 17 a viz Gouere e vo dalc'het ur fest vras war borzh Brest. Sonadegoù, c'hoariva, gweladennoù heñchet eus bigi... Trifina Baudu, kenurzhierez ar gevredigezh Sked, a lavaro da Bauline Daniel peseurt abadennoù a vo kinniget gant Ti ar vro Brest. 

Echu a raio abadenn Heklev an hañv gant kronikennoù diwar-benn al lapoused e Bro-Leon. Aogust ha Louis Seite a ginnigo ar filiped hag ar gwennilied. Savet eo ar c'hronikennoù-se gant Karolina Rufle.