Radio Kerne
Ar pennad "L'urgence politique est aussi environnementale" a oa embannet d'an 18 a viz Even gant Dour ha Stêrioù Breizh. Ar gevredigezh a warez kalite an dour hag an endro dourek a c'halv an dud d'en em vodañ a-enep da vennozhioù an tu-dezhoù pellañ.
Ar memes sizhunvezh e oa skignet ur reportaj diwar-benn kalite an dour war aodoù Landunvez gant Envoyé Spécial war France 2. Sujed an abadenn a oa ar saotradur er mor el lec'h ma z'a an dud da gouronkañ.
Gant Pauline Kerskaven a zo karget gant ar c'hehentiñ hag an emglev e Dour ha Stêrioù Breizh e lakaomp ar gaoz war blas an endro er politikerezh. Kregiñ a ra o tisplegañ penaos eo stad an dourioù hag ar mor e Breizh.