Bugale skol Diwan Plogastell, danvez kazetennerien·ezed

Radio Kerne

Bugale skol Diwan Plogastell, danvez kazetennerien·ezed

Gouzout muioc'h diwar-benn

Deuet eo skolidi ha skoladezed vras skol Diwan Plogastell betek studio Radio Kerne ar sizhun paseet asambles gant o skloaerez Anna Ar Vourc'h. Kalonek int bet, deuet int war velo a-benn atersiñ Karen dre vizio ! Karen zo bet gwelet en abadenn Foeterien, ar c'hoari avantur a gas brezhonegerien·ezed e penn all ar bed. Er c'houlzad 'neus kaset ac'hanomp betek Makedonia an Norzh ha Bro C'hres hon eus gwelet Karen. Hag ar vugale zo bet entannet gant he avañturioù ha deuet ar c'hoant ganto sevel goulennoù ganti. Emañ o chom bremañ e Bro Alamagn neuze hon eus graet an atersadenn dre vizio !

Mersi bras da g/Karen evit bezañ bet respontet d'ar goulennoù savet outi, ha gourc'hemennoù da bugale skol Diwan Plogastell evit o labour a-feson !

 

Skeudenn : Foeterien