Sell 'ta piv ! #02

Radio Kerne

Sell 'ta piv ! #02

Gouzout muioc'h diwar-benn

Sell 'ta piv ! an eil abadenn gant ar skipailh animatourien·ezed a-youl-vat eus Bro Kemperle :

Iwan Rouz, kargad a vuheziñ e Ti ar Vro Bro Kemperle, o pennanimañ

Ur gentel war ar brezhoneg gant Lionel Ollivier awenet gant al levr "Mouezh Kerne" gant Pierre Martin.

Penaos 'vez savet un abadenn radio ? Ur gronikenn gant Catherine Goas

Deizhiater Ti ar Vro Bro Kemperle gant Johanna Michel, kenurzhierez ar gevredigezh

Ur gentel war an daou verb kregiñ hag echuiñ hag ar rimadell An Amzer gant Rejin Gwilhamod

Teknik : Dimitri Le Roy

Kenurzhiañ : Ti ar Vro Bro Kemperle gant sikour Radio BOA ha Radio Kerne

Enrollet e studio Radio BOA

 

Bonuz

Pozioù ar rimadell An Amzer :   

1, 2, 3 Unan, daou, tri, pegiz 'vo an amzer, Mari ? 


4, 5, 6 Pevar, pemp, c'hwec'h, marse 'vo erc'h ! 


7, 8, 9 Seizh, eizh, nav, marse 'vo glav ! 


10, 11, 12 Dek, unnek, daouzek, brav 'vo an amzer tuchantig !


13, 14, 15 Trizek, pevarzek, pemzek, cheñch a raio bremaik.


16, 17, 18 C’hwezek, seitek, triwec’h, gleb-teil ‘vo e pep lec’h.

19, 20 Naontek hag echu gant ugent, bravat kanevedenn.

Skeudenn : Elijah Merrell dre Unsplash