Radio Kerne
Denise Jardin, deus Purid er Vro Vigoudenn, oa bet diplomet ‘mestrez-skol’ e Skol Normal Kemper er bloavezhioù 1960.
Buan goude-se, gant he gwaz Youenn, he doa graet ar choaz da vont da labourat en Aljeri.
Kaset o doa pevar bloaz e Setif araok dont en-dro da vBreizh, kostez Kerrien e-pad berr amzer, ha goude-se e Douarnenez.
Karter nevez Kermarron (Kervarn) a oa bet savet d’ar poent-se, e 1967: 303 lojeiz dereat o feurm -HLM- evit ar familhoù a vartoloded o doa bevet betek hen e tiez kozh, tiez dinatur, hep salioù-dour ha privezioù, tost ouzh ar Rosmeur kozh.
E penn Douarnenez d’ar mare-se ‘oa bet Michel Mazeas ha Jean Peuziat (depute PS a Bouldahud er bloavezhioù 80, met skoazeller kreñvañ ar maer komunist er bloavezhioù 70-80-90) , hag an daou-se o doa boulc’het ur pezh politikerezh sokial evel ne oa ket bet gwelet ken goude-se.
Ha gant ur c’harter nevez savet, e teu bugale a ranker sevel ur skol dezhe. Da benn kentañ ne oa ken nemet teir barakenn leun a yaouankizoù ha Denise Jardin e penn ar skol nevez-se.